Evel m’euz lavaret deoc’h, e vije bet muioc’h a dud c’hoaz gant Merkœur, m’ar en dije lavaret freaz a c’houlenne beza dug e Breiz. An dud a heulie ar roue Herri, ne oant ket oll hugunodet ; be oa ive en ho zouez katholiket mad, a gave dezo a oa Herri ar guir roue, hervez ar guir lezen, ha neuze oa kontrol da lezen Doue ober brezel dezan.
Kridi a reent, ma teuje ar peoc’h er rouantelez, Herri a zeuje d’ar relijion vad. Ar pez a erruaz, dre drugare Doue, d’an devez merket gantan.
Evel-ze, pa lavaran e oa Brest, Roazon ha kerriou all a du gant ar roue, an dra-ze ne zinifi ket e oa an oll dud hugunodet er c’herriou-ze,
Koulskoude, e Roazon, oa tyez, e pelec’h a n’em zastume an hugunodet evit heulia ho c’hiz euzuz, dibri assamblez en dro da eun daol eur pred evel ar prejou a gemeromp bemdez, evit ober henvelidigez euz Sakramant an aoter. E kastel Blain, an hugunodet a brezege bep noz, en iliz, oa d’an hini brassa euz a dudchentil Breiz, Renan Rohan.