Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/336

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 335 —

Heman a vije bet unan euz ar re vella euz he amzer, m’a n’en dije ket heuliet an herezi nevez.

Gant joa e lakein aman ar pez a skrivaz an aotrou le Bastard de Mesmeur pa reaz moulla skridou an aotrou Moreau chaloni a Gemper, bet test euz a gement en deuz skrivet e amzer ar brezeliou-ze. Ar c’henta kontrat gret gant ar gatholiket evit difen ar relijion oe sinet e 1577, eme an aotrou gouiek Mesmeur. E Breiz ne oe sinet nemet er bloavez 1589. Kombati a reaz neuze ar bobl breton o velet ar Brotestantet distruj an ilizou, diskar an aoteriou, terri skeudennou ar sænt, skeudennou an ebestel o deuz digasset deomp sklerijen ar Feiz. An dug a Verkœur a lavare ive d’ar Vretonet e oa he vir beza dug a Vreiz, hag e dije distaget adarre ar Vreiz euz ar Frans, an dra-ze a blije kalz d’ar bobl.

Ar pez a zo talvoudeka d’an den eo he garantez evit ar relijon ; an dug a Verkœur a ouie mad e brije ar Vretoned ar relijion dreist peb tra. Atao o