Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/338

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 337 —

deus ar Vretonet prijet traou an env muioc’h eget traou an douar, ho daoulagat a zo bepret savet etrezek ar Baradoz ; eno ma ho oll esperans.

Va zad a skrive kement man e 1836 ; hag en or lenn ar skrid-ze anter-kant bloaz goude, aoun on deuz no defe abaoue Tregeriz ha Kerneviz dinac’het feiz ho zadou koz. Ar Morbihan ha bro Leon a zo chommet c’hoaz ar bobl breton-ze a ren he vuhez dre an huela euz ar menoziou ar relijion katolik !

Kazi an oll duchentil, an oll eskibien, hag an dud divar ar meaz oa euz tu ar gatholiket hanvet e gallek la Ligue. Ar vourc′hisien, e Frans, oa kazi oll hugunodet ; e Breiz, oa neubeut. Koulskoude an darn vrassa euz ar varnerien e Kemper oa tost euz an herezi-ze, ha klevet oa unan o lavarout ha pa vije bet ar roue eun diaoul gant kerniel ken hir hag he vrec’h, heuliet en dije he lezen. Ar bobl a Gemper a reaz dezan n’em denna er ger a Vrest gant he gonsortet.

E Lokronan, eun den iaouank kalounek, hanvet Trogoff, kabiten eno evit