ar roue, a zestumaz eun neubeut tud evel-t-han, ha dont a reaz da sikour Jakez Beaumaner, baron ar Pont. Bemdez a zeue an den iaouank-ze e meaz euz ar c’hastel gant he vanden, hag a ree kalz a zroug d’ar re euz tu ar gatholiket.
Lezonnet, gouarner Konk, oe galvet e Kemper ; mont a reaz gant kanoliou d’ar Pont, ha gantan an aotrounet Goulen, Faouet, Karne, Kosker, Pengily ha kals a re all, ha tud divar ar meaz euz ar barreziou Penmarc’h, Goyen ha Douarnenez. Trogoff oe lazet gant eun ten pa oa o sellout dre brenest ar c’hastel. Lezonnet a zeuaz ebarz hag a gavaz eno kals arc’hant hag eun horolaich, a gassaz da Gonk. Ar pez a reaz lavarout : Klevet ve e Konk horolaich ar Pont.
Konk, zo eur ger vihan, e kichen Kemper, kemeret oe gant an hugunodet d’ar seitegved euz a viz genver 1576.
La Vigne ha Kermassonnet, tuchentil euz a Vreiz huel, oa kabitenet an hugunodet, ne oant nemet tregont ; skriva a rezont d’ar Rochell, e Frans, e