Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/346

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 345 —

Heman a redaz ive euz he oll nerz.

Pa oa an den all-ze tost d’an nor, ne gavaz ket eul lec’h da zisken, rag ar voger oa huel. Lammout a reaz en traoun koulskoude, hag eur mirakl oa n’en doa ket torret he c’houg. Tost oa d’ar Briz. Heman na anaveze ket an alc’hueou, koulskoude e kavaz deoc’h-tu, dre eur mirakl all, an alc’huez mad, ha digori a reaz an nor, en oc’h c’hervel ar Vretoned. Konk a zeuaz neuze d’ar gatholiket, dre skiant ha furnez Charlez ar Bris.




NAONTEGVED NOSVEZ
————


Evelse e gomzer er zal,
Pa zeue ar benherez er bal,
Rag Markiz Mezl oa erruet,
Gant he Vam hag he heul braz meurbet…
Va Mam itroun, ha me ho ped,
D‘ar Markiz Mezl n‘em roit ket.
(Barzaz-Breiz).

Kemperle oa miret evit an dug Merkœur, gant ar markiz Mezl, pried penherez Keroulaz. Dont a reaz eno mil den euz a Frans, var gezek, da hanter-noz. Skei a rezont var an nor euz tu Guenet,