droad evit mirout Kerouzere enep ar gatholiked. Kergoumarc’h ha Liskoet a henche an daou vil den-ze. Ar reman a zeuaz da Geraez, e pelec’h kalz a dud oa dastumet gant ho zraou ar re gaera evit eured Guillemette Ollimand hag Anton Silly euz a Gemper. Dont a rezont diou heur araok an deiz ; kaout a rezont ar vourc’hisien kousket hag e kemerjont an holl dud hag an arc’hant.
D’ar sadorn vintin ar c’helou-ze oa klevet var ar meaz, Ar barreziou Kleden, Plounevez, Plouie, Huelgoat ha parreziou-all a glaskaz evit kabiten an aotrou Pratmaria euz maner ar Granek, e parrez Kollorek. Heman, deuet var an oad, a roaz dezo evit kabiten Lanridon, den a vrezel. Re Dreger a n’em gavaz en eul land var an hent. Na ziskuejont da genta nemet eun neubeut a zoudardet. An dud divar ar meaz, o velout ken neubeut a dud, a ioue forz var Lanridon evit mont d’ar gombat. Heman a anaveze guelloc’h giz ar brezel, ha lavarat a reaz dezo e oa guelloc’h gortoz a dreon eur c’hleun elec’h ma oant,