rag na velent ket c’hoaz ma na oa ket eun niver braz a dud varlec’h an neubeut-ze. Gant neubeut a furnez an dud divar ar meaz a redaz var ho lec’h ha kerkent ma oant deuet er meaz euz ar park, re Dreger, kuzet el land, en em strinkaz varnezo, hag o lazaz gant ho c’habiten, heman a oe sebeliet e Kollorek an deiz varlec’h.
Ar c’henta tra er brezel eo senti euz ar c’habiten.
Parrezion Kastel-Nevez, Lennon, Lokeffret, Braspartz ha Spezet, o veza klevet malheur ar re-all, na goljont ket kaloun.
Bretonet ar parreziou-man zo atao prest da gombati. Kontet em euz deoc’h diaraok, petra o deuz gret e Kemper, pa oa eskop an aotrou Rosmadek, er pevarzekved kanvet ; cetu brezel adarre ganto er bloavez 1590 ; ha kant vloaz divezatoc’h, pa oa roue Luis pevarzek, n’ho doa ket aon da gombati a enep he letanant, an aotrou de Chaulnes, ken didruez evito. N’euz ket goall pell c’hoaz, er trivec’hved kanvet, paotret Spezet a