Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/358

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 357 —

euz a Geraez, hag he c’huiteaz gant he dud.

Ne oa ket kaer neuze e Breiz-Izel d’ar re a zalc’he tu Herri pevare. An aotrou Kerlec’h, euz a Leon, demezet e Roazon da Janned Koetken, oajet a drizeg vloaz, a zeuaz ganti e Breiz-Izel gant tri ugent den var varc’h. Deuet a oant da vaner Roskanou, e parrez Gouezek, pemp leo euz a Gemper. Eno oa deuet ive Luis Hirgars, euz a barrez Krozon. Ar c’helou o veza deuet var ar meaz e oa tud euz tu ar roue e Roskanou, ar c’hleier a gommanças da zon en oll barreziou. Pleyben, Lennon, Edern ha Gouezek a gassaz ho faotret enep ar maner, hag a lakaz an tan ennan. Ar re a glaske en em zavetei a goueze etre daouarn tud hag ho laze gant taoliou forc’h. An introun iaouank oe paket, an aotrou Rosampoul a ree he bossubl evit hen diouall, tost oe da veza lazet, hag ar paourkez introun oe skoet gant eun taol forc’h en he gouzouk.

Merc’h an introun Roskanou, plac’hik a nao bloaz, a gouezaz en eur poull