hugunodez evel he zad ; kass a reaz Saozon da sikour an hugunodet e Breiz.
Ar reman a zeuaz er porz Penpol, e Treger ; hag ac’hano, henchet gant ar prins Domb, e teujont da attaki Guengamp, difennet gant La Kointerie, euz a du Merkœur. La Kointerie a drahissaz Merkœur hag a rentaz ar ger evit eur som arc’hant d’ar prins Domb, mez e oe poent receo an arc’hant, na velaz ket al liou anezo, rag gret ve atao fae var an tromplerien.
Ar baron Krapado a felle ive gouniz ar ger Roazon evit Merkœur, mæz na c’houlenne ket arc’hant evit-ze. Filip Merkœur a vije deuet e ker dre an nor hanvet an Oll-Sænt. Domb, o veza klevet an dra-ze, a reaz paka Krapado, hag hen lakaat d’ar maro. Staget oe var eur c’hravaz euz lost eur marc’h, ha goude dibennet, d’an oad a bevar-ugent bloaz. Ar prins iaouank a vije bet guelloc’h dezan leuskel an den koz da vervel gant ar gozni.
Merkœur, Talhouet, Keredern ha Kinipily, gant tuchentil all, a c’hounezaz neuze eur viktor var pemp mil Saoz, deuet e Normandi gant ar princet Domb ha Conty. Ne oa saveteet euz ar Saozon