Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/370

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 369 —

Fontanellan a lavare beza a du gant Merkœur, mæz eur brigand oa : n’en doa na mæstr, na roll, beva a ree evel eul laer, kasseet eo he vemor e Breiz. Kastel ar Granek, e parrez Landele, oa d’an aotrou Pratmaria, Visant Koatanezre ; Fontanellan, o c’houzout a sonje an aotrou Liskoet ha tud euz a Dreger, dont da lammout ar c’hastel-ze digant he berc’hen (rag ar c’hastel oa kre ha mad) a gassaz deg euz he re d’ar Granek. Ar reman a lavare a zeuent a berz an aotrou Rosampoul evit divoal guelloc’h ar c’hastel enep re Dreger. Eun devez ma na oa ket kemeret evez mad euz an deg-ze, lammout a rezont var an aotrou Pratmaria ha var an dud all euz ar chastel, ho chadennont hag a zigoront an nor da Fontanellan ; heman a gassaz an aotrou Pratmaria kuit euz he dy heb he leuskel da gemerout netra euz he draou.

Eur miz goude, ar barreziou tosta a zeuaz da gombati Fontanellan. Eun devez ma oa kousket an dud divar ar meaz en dro d’ar c’hastel, Fontanellan

21*