Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/374

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 373 —

da Zoue savetei Kerne-Izel. Guelet oe e neubeut amzer ne vije espernet den gant Doue.

Ouspenn Fontanellan, oa neuze eur brigand all hanvet Sanzay, heman a zeuaz da ravaji ar Faou, hag ar barreziou tosta euz tu Leon hag euz tu Rosnoen. O veza deuet eno, laza a reaz seiz kant den. Na hellaz ket koulskoude tremen steir Kastellin ; diveich oe trec’het gant ar re a zivoalle ar steir. Neuze a skrivaz da Gemper da c’houll ma vije lezet da dremen ar steir Aon, ha dont da Gemper, o lavaret n’en dije ket kemeret eur vi soken heb he bea. An dud a Gemper a roaz ho grad-vad d’he leuskel da zont en ho c’hear. Eur chaloni a lavaraz neuze da Villou-ar-Baud, euz a Greac’hmac’h, en doa kasset al liser d’ar re Kastellin : « Digoret peuz eun nor na helloc’h mui serra. Euz a vreman ni anavezo ar brezel, beteg-hen n’hon doa nemet klevet komz anezi. »

An devez kenta, Sanzay a beaz an oll draou a gemere, hag an dud divar ar meaz na guzent netra outan. Ar reman