Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/38

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

oll galloudek. An avel-vraz na ehane, hag er fin al listri oa taolet var ar c’hereg e kichen an douar, pell euz Breiz. Saveteet a oant oll ; be o doa gallet dont d’an douar. Pa oant deuet d’ar ger a Goloign en Allemagn, an dud euz ar ger-ze, paganet, o velout kement a verc’het koant, a fellaz dezo ho c’haout evit priejou. Ar guerc’hezet, aliet gant santez Ursula, na reent van evit klevout komzou an dud fall-ze ; hag ar re-man direizet, ho lazaz a daoliou kleze. Mantret oe kaloun ar roue Konan hag he duchentil iaouank, o klevout eur sort kelou, ha ret oe dezo kemerout priejou euz a Vreiz. Konan a zemezaz gant Darerea, c’hoar da sant Patriç, abostol euz an enez Irland. Douget oe kals d’ar relijion gristen. Eur skuer vad a oa evit an oll. Dindan eur roue ker mad, an niver euz ar gristenien a greske bemdez. Sebeliet eo bet e Kastel-Paol, en iliz-veur ; guelet em euz eno bez ar roue-man pa oan o studia e Kastel-Paol, pell zo abaoue. Kalz euz bugale ar roue Konan zo bet sent. Unan ebken,

3