per hervez ma skrive neuze an aotrou chaloni Moreau, tud a na gredent ket kalz e Doue hag ar re-ze a felle dezo renta ar ger d’ar roue, rag an dud divar ar meaz, a heulie an enemiet a dreon ar c’hleuniou hag ar girzier heb beza guelet ganto, oa deuet abred avoalc’h beteg e Kemper evit lavarout da dud ker a oa enemiet o tont. Aumont en doa Saozon gantan. Ar reman a c’houlenne digant ar marechal konje da gemer ar ger ho unan, ha da gemer goude ebarz ar pez a blijfe dezo. Ar roue, eme Aumont dezo, na c’houll ket kaout kerriou goastet na sujidi paouret ; ne c’houll nemet tud penvidik hag eüruz. Ar ger a Gemper na harzaz ket pell, hag an dud euz ar ger a brometaz er fin beza fidel d’ar roue.
Ar pez oa eur beac’h pouner da veur a goustians oa toui beza fidel da eur roue heretik. Koulskoude er bloaz varlec’h ar roue en em rentaz katolik hag, eme ar Chaloni Moreau, katolik mad deuet da veza eur roue euz ar re vella. Mæz pa oe kemeret ar ger a Gem-