Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/384

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 383 —

per gant he soudardet ne oa ket c’hoaz er guir relijion ; hag eur chaloni koz euz Iliz-Veur sant Kaourintin a gemeras kement a velkoni da veza sinet, ma varvaz gant ar glac’har ?

Aumont a zeuaz neuze da Grozon evit dont a ben euz ar Spagnolet a oa e Roskanvel. Ar reman oa pevar c’hant den kalounek gant ho c’habiten, hanvet Praxed. Listri gallek ha saozon oa dirag ar c’hastel hag a denne var ar Spagnolet. Miz du oa neuze, hag epad ar c’huerc’h sizun ma padaz ar brezel eno, ar glao a skuizaz kals soudardet Aumont, ar reman na gavent na ty, na guez evit en em lakaat er goasket ; mervel a reaz kalz anezo.

An aotrou Liskoet oe lazet eno. He varc’h, gant he vrid hebken, a dreuzaz, emezo, mor Brest : ha pa oa deuet e Plogastel, a heuliaz an hent beteg maner Kergoat, e Daoulaz, e pelec’h a choume an introun Liskoet.

Pa velaz ar marc’h, leun a c’houez, o koueza er porz ar maner ha mervel dirazi, kompren a reaz oe lazet he goaz.