Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/390

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 389 —

euz Douarnenez. Fontanellan a guzaz he dud a dreon ar c’hleuniou hag etouez al land, hag en em daolaz var ar baysantet na zonjent kaout enemiet da gombati nemet ar re oa dirag ho daoulagat.

Goude-ze, Fontanellan a lakeaz tail var an oll barreziou var dro.


EIL NOSVEZ VARNUGENT
————

Em c’hozni me garfe guelet
Baniel ar Feiz, ar Vretoned
Savet var an touriou huel
Ha var meneziou Breiz-Izel.
(An Scour).

An dud euz a Benmarc’h oa neuze ker galloudek ma oant gouest da zevel etrezo beteg daou vil ha pemp kant soudard, na reent man ebet evit guelout ar barreziou all goastet gant Fontanellan ; na sonjen nemet en em zivoal ho unan.

Sevel a rezont eun tour e Treoultry hag eun all e Kerity.

Fontanellan a ree van da veza mignon dezo.

Eun devez ma oa deuet da eva ganto ha da c’hoari killou, sellout a ree a bep

22*