aotrou Parcevaux, a brometaz dezan he sikour en ezom hag a reaz flourik dezan.
Digouez a reaz d’an aotrou Mezarnou evel ma zigouezaz gueich all d’ar roue Ezechiaz en doa diskuezet he draou kaër da gannadou ar roue Babylon : ar re-man ho lamaz digantan neubeut goude. Du Liskoet a zeuaz en dro er maner, neket evel mignon na kar, mæz evit ravina an ty penvidik a Vezarnou, o laërez ha kass gantan an oll arc’hanturi ha traou all precius nemet an arrebeuri re bouner evel an armel a oa ar vesseliou arc’hant-ze varnezan ; prenet abaoue gant an aotrou Mesmeur ha digasset gantan er maner Lescoat, e leac’h ma heller e guelet c’hoaz. An aotrou Mezarnou a c’houlennaz digant mab an aotrou du Liskoet 70.000 scoët evit an domaich gret dezan gant he dad. Rag pa oe anavezet ar guir roue, a zeuaz eun amzer a beoc’h hag a justis ; hag an dud fall a renkaz pea an domaich gret d’ar re all.
Fontanellan a laëraz ar plac’h iaouank, ha goude beza kemeret arc’hant ar c’hastel, hag ar pez a blije dezan, a zeuaz en dro da Zouarnenez.
Goude he oll dorfejou n’en doe ket aoun da vont da Naonet evit guelout