Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/398

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 397 —

an dug Merkœur. Evit guir an dug na gredaz ket e lakaat er prizoun. Fontanellan a zouge eur vantel euz ar re gaera. Merkœur a c’houlennaz digantan buhez ped den o doa paet ar vantel-ze ? Fontanellan na reaz nemet c’hoarzin.

Daou vil den euz a Gemper, Brest ha kerriou all, na heljont ket he gas kuit euz a Zouarnenez ; an dra-ze a reaz kement a foge da Fontanellan ma zonjaz e oa gouest da gemerout ar ger a Gemper. He dud a c’hoantee dreist peb tra goasta ar ger, laza ar goazet ha kemer ar groagez hag ar merc’het da briejou.

Diveich a glaskaz kaout Kemper, ha diveich a gollaz he boan.

Fontanellan a grede e oa an tu gantan evit dont a ben euz he daol en or kemerout Kemper. Eun devez e oa e kastel ar Guilguifin, ty an itron Kerharo, gant eun nemorant euz he vignonet hag ar

23