Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/402

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 401 —

dostaaz Fontanellan, e tenjont varnezan, ar pez a reaz d’he zoudardet kemer an tec’h.

An eil gueich e teuaz dre Bratanraz e kreiz an deiz ; ha penefe oa n’em gavet e Kemper an aotrou Kerollain, en deiz-ze, ar ger vije bet kollet. Kerollain, den a vrezel ha leun a galoun, a zestumaz en dro dezan an dud iaouank ha ganto hag ouspen daou c’hant soudard a gassaz kuit Fontanellan.

Gouarner Brest a glaskaz en aner kass Fontanellan e meaz euz a Zouarnenez.

Fontanellan a joumaz en he gastel, euz a belec’h a zeue da redek var barreziou Kerne.

Pa oa anavezet Herri pevare evit ar guir roue, Fontanellan a renkaz erfin pea he dorfejou dre eur goal varo e Paris. Staget oe oud eur rod ha torret dezan he izili.

Herri pevare, deuet perc’hen euz ar