Divoallit na glefen trouz ganeoc’h adarre !
Goude ar brezel a zeuaz an dienez.
Ar guiniz oe guerzet beteg daou skoet ha daou ugent ar boezel, ar segal tregont skoet. An dud paour n’o doa da zibri nemet louzeier fero.
Ar bleizi, boazet da zibri korfou an dud varo er brezel, a zeue beteg ar c’herriou e kreiz an deiz da zibri an dud veo. Dont a rent pemp pe c’huerc’h assamblez. Ar mammou a zarre mad ho dorriou gant aoun na vije debret ho bugale ; rag ar bleizi a zeue en tyez memez pa vije digoret an nor. Al loenet gouez-ze en em zivoalle ker mad euz an tennou, hag a laze an dud ker buhan dre ho gouzoug, ma sonje ar bobl e oant tud chenchet e bleizi, kement a speret o doa. Eur vaouez euz a Gerfeunteun o vont e meaz euz a Gemper goude ar marc’hat, ha kals a dud en dro dezi, oe lazet gant eur bleiz, heb na hellaz den he difen.