Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 407 —
Goude kement-man oll e teuaz ar vocen, hag a ree mervel an dud a dyadou.
Ne oa ket ed avoalc’h evit hada an oll meachou nag ar parkeier, evel m’euz guelet n’euz ket pell c’hoaz er bloaz 1847. Ha pa oa roet eun neubeut ed d’an dud paour, ar reman n’o doa mui na loenet, na kezek, nag ejenet, en em stage o unan ouz an alar, evit arad hag hada ho ed.
Ra viro Doue e velfemp ar brezel civil er vro ; houman ne zeo ket an hini diveza am euz da zanevel deoc’h.