ar Vreiz, ouspen al labour vraz o doa evit silvidigez an eneou. Dom Jean Maur Audren Kerdrel, ginidik euz a Lanniliz ha priol Abbaty Landevennek, er bloavez 1680, aliet gant an eskop Kemper Fanch Koetlogon, a choazaz menec’h gouiek ha gouest da glask e peb lec’h ar pez a zelle euz an istor-ze. Lakeet da Briol e kouent Redon a choazas Dom Anton Gallois, Dom Jos Rougier, Dom Denis Briant, ha Dom Alexis Lobineau evit furcha ar c’haierou e peb parrez, hag a roaz dezo kement oa dleet evit al labour-ze.
C’hoant em befe lakaat didan ho taoulagat patrom ar venec’h santel-ze, evit ma teufet da gompren talvoudegez ho skridou ; ken douget oant d’ar studi, karout a reent kement ho bro Breiz ; ha ken leun oant a vertuziou ar relijiuset. Ho gouiegez hag ho aket d’ar studi a greske e kalonou an dud santel-ze ar garantez evit Doue. Trec’hi a reent ar pec’het dre al labour-ze ker braz ; ho iec’het a vihanaë ; ho c’halonou a glanee dre ar studi hag ar beden. An offeren