santel, an orœzon, ar brevial, offisou an Iliz, a ree d’ho eneou n’em sevel beteg ho c’hrouer, ha ren a reent eur vuhez divlam hag a binijen. Dom Gallois oe trec’het da genta gant al labour braz-ze hag a varvaz.
Dom Rougier a ouie len an diœssa skridou, na golle morse kalon hag e vije roget pe drouglivet ar paperiou koz. Ho len mad a ree atao ; deuet var an oad, na skuize ket el labour ; krog he unan an hini kenta, he guitaat a ree an diveza. Dom Denis Briant a gave an tu da c’houzout ar virionez var istor hon bro, n’euz forz pegen diœz oe he c’haout. C’hoant da lakaat atao an traou eon hag ar virionez e peb lec’h, ar venec’h he c’hlaske euz ho oll nerz. Dom Lobineau a varvaz en Abbaty sant Jakut er bloaz 1727, d’an oad a eur bloaz ha tri-ugent, goude beza aichuet da skriva istor ar Vreiz, boulc’het gant Dom Gallois. Dom Morice a Beaubois, ginidik euz Kemperle e 1693, a gompozas a nevez istor Breiz.
Ar c’hardinal Rohan a c’houlennaz