Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/418

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 417 —

daou vanac’h evit skriva istor he dud koz. Dom Moris ha Dom Duval oa kasset dezan evit kement-se. Ho labour oe ken ten ma gouezaz klan Dom Duval ; ha Dom Moris a jomaz he unan evit aichui al labour. Skriva a reaz ouspen, istor an Iliz e Breiz, e 1750. Dom Moris en em gavaz ker skuiz en or aichui he bevare leor, ma oe kaset da gemer an œr vad var ar meaz ; mervel a reaz en or zont en dro en he c’houent, d’an oad a 57 bloaz. Manac’h santel, goueziek meurbet. Kement a humilite en devoa, ma renkaz he renerien sellet piz evit gouzout pegen gouest ha pegen desket e oa. Dom Moris oa manac’h en Abbaty sant Melani e Roazon. Istor Breiz oe aichuet gant eur manac’h all, Dom Taillandier. Dom Le Pelletier, manac’h e Landevennec, maro e 1733, en deuz studiet kalz ar brezonek ha skrivet leoriou mad varnezan. Enor d’an aotrou Koetlogon, eskop Kemper ; hen en deuz aliet ar venec’h santel-ze da ober skridou ker talvoudek evit hor bro ! Enor da vugale sant Beneat o deuz, evit senti diouz ho zadou menec’h, labouret