Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/42

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —





EIL NOSVEZ
————


E ker a Iz netra nevez, nemet ar festou ve bemdez,
E ker a Iz nemet traou koz, rag ar festou a zo bemnoz.


Erc’h oa kouezet epad an noz, hag an dud euz a Ger-Anna na laoskent ket ar paourkez dall da vont kuit. Peb ozac’h a gomeraz Iann an eil goude egile en he dy. Iann a zeske ar c’hatekiz d’ar vugale vihan en deiz ; ha pa zeue an noz e kounte istor ar Vreiz. En noz-ma-ta an dall koz a gomzaz evellen :

Eur Roue euz a behini an istor a barlant heb douetans eo ar roue Gradlon-Meur, hen oa roue er bro Kerne, hag en doa kemeret evit ker-ben he rouantelez ar ger a Iz.

Plijet gant Doue ober din ar c’hras da lavarout ervad beuzeudigez ar ger a Iz, hi zo bet kastizet gant an Aotrou Doue evel ar c’herriou Sodom ha Gomor. Klevet o peuz aliez komz euz ar ger a Iz, e mor Douarnenez ; ker ken kaer ma lavarer : « Abaoue ar ger a Iz neuz ker par da Bariz. » Kement a duchentilet oa er ger-ze gant ar roue Gradlon-Veur, ma lavarer choaz : « Pemp mantel skarlet ha tri-ugent, heb niver ar re