kement all ; n’ho deuz klasket nemet gloar Doue hag hini ho bro ; kollet o deuz el labourou-ze yec’het ha buhez, hep beza dic’haouet er bed-man ; maro int heb beza kasset d’ho ginou ar vessel alaouret a enor hag a c’hloar. Maro int menec’h hebken, lod zo kouezet e kreiz ho c’hevridi. Dom Moris a varvaz er bloavez ma oe roet he istor da lenn d’ar Vretonet. An aotrou Le Baud, belek karget euz chapel an dugez Anna, en doa labouret ive, ha skrivet istor Breiz araog bugale sant Beneat. Tud ar bed ive o deuz skrivet divarbenn istor ar Vreiz an aotrou Gui Autret er maner Missirien e kichen Kemper. N’hellan ket rei deoc’h an oll hanoiou. An aotrou Bertrand Rosmadek, eskop Kemper, en deus savet touriou sant Kaorantin hag an aotrou Jos-Mari Graveran, euz ar memez bro Krozon, hag eskop ive e Kemper, pevar c’hant bloaz goude, a aichuaz beg an touriou huelet dre bep a vennek digant tud an eskopty.
An aotrou Koetlogon en deus gret ive eun dra gaër ha paduz dre labour menec’h