sant Beneat, evit istor Breiz. Epad c’huerc’h bloaz ar venec’h a glaskaz e peb lec’h euz ar Vreiz hag en dro d’hon bro, ar pez a zelle euz he istor. Skrivanourien an amzer a ren breman : Guizot, Thiers, Thierry, Michelet, Quinet, etc., o deuz gret goab euz ar venec’h-ze ; hogen, lakeet int da gaiouadet gant eur bœlek gouiek, an aotrou Gorini, hen deuz diskuezet e oa ar virionez gant ar venec’h, hag ar gaou gant ar goaperien.
Ar c’hapucinet hag ar venec’h Karmez o deuz ive skrivet traou kaër. Gregor euz a Rosternen a oa gouiek var ar brezonek, mervel a reaz e Roskoff e 1750. An tad Joseph, manac’h Montroulez, hag an tad Joseph, manac’h Goayen, o deuz skrivet ive. An tad Cyrille Pennec en deuz skrivet istor ar Folgoat, etc., mervel a reaz e Kastel-Pol e 1649.
Pa varvaz Luis pevarzek, he vab hag he vab-bihan oa dija maro, ha mab he vab-bihan n’en doa nemet pemp bloaz, he voard oa Filip Orleans, he yountr.
Heman en doa eur vuhez dirollet ha na