oa eun den ral, eun den karantezuz, mad ouz an oll, ha douget meurbet d’ar relijion. Prizet gant he genvroiz.
Kouedik a varvaz en eur lavarout : Jesus ! Mari ! Credo…
Pontkalek a bignaz an diveza var ar chaffaut.
« Va Doue, eme an den iaouank-ma, c’hui a gemero eur galoun leun a geuz evit he bec’hejou. » Cor contritum et humiliatum, Deus, non despicies.
Lavaret a reaz ivez an hanoiou sakr a Jesus hag a Vari.
Evelse eo e varvaz ar re ziveza euz ar Vretoned, o deuz klasket lakaat ar Vreiz er stad ma oa guechall. Montlouis, Talhouet, Du Kouedik ha Pontkalek, ni na zizonjimp biken ac’hanoc’h.
Beziet oent heb offeren na kleier.
Lavaret a reer e oa an aotrou person Berne er gador, epad an offeren bred, pa zeuaz dezan al lizer var maro ar markiz.
Ne oa ket gouest d’he lenn gant he zaelou ; koulskoude guelout a reaz oa maro he barossian ker.