Lavarout a reaz : « Maro, peorien, neb ho mage, neb ho kuiske ; maro an hini ho kare, Berneviz, kerkouls a me ! Maro neb a gare he vro hag er greaz beteg ar maro ! Maro da zaou vloaz varnugent, evel ma varv ar verzerien hag ar zænt !… »
E Kamaret e bro Krozon,
E oa diskennet ar Saozon,
Bragal a reent var an aod,
Gant ho gweliou gwen-kan digor.
Ar Saozon oa kasseet gant ar Vretoned, ha lec’h o doa. Eur bloavez pa oa roue Loiz pemzek, d’an eil euz a viz guengolo, ar Saozon, o klask atao ober droug deomp, a zeuaz er barrez Sant-Kast, euz tu Sant-Malo. Ar c’horn-bout oe klevet e Koat-Sall o voudal : Ar Saozon, ar Saozon ! paotret, beac’h dezo. Eiz mil den oa, hag en ho zouez tud euz ar Vro-Gall, gueich-all Breiz. Ar baotret euz hon bro-ni a gane o font a enep ar Saozon hag a gane er c’hiz-man : « Neb en deus gouneet ter gueich a c’hounezo