Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/438

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 437 —

o doa da genta devet ar C’honket. Guillou ar C’hastel a varvaz en eur gombat vraz var vor. Atao enep ar Saozon, skei a reaz beteg he huanad diveza.

Kerret, lezhanvet Baro-Du, a zaveteaz ar batimanchou pe listri breton e 1340 kichen l’Ecluse hag a gassaz prizonier gantan e Sant-Malo pevar lestr saoz.

Goude-ze e komzin deoc’h euz a Brimoget, kabiten euz ar brassa lestr oa bet lakeet ober e Montroulez gant an dugez Anna, hanvet La Cordelière. Kals a listri saozon a glaske neuze tostaat euz hon aochou. Primoget na hellaz ket leuskel ar Saozon da zont ker tost. Dont a reaz e meaz euz mor Brest, gant eun neubeut listri da ober brezel. Goude eur gombat vraz, da oe dezan dont er mulgul heuliet hag harzet gant al listri saozon. Na gollaz ket kaloun, dress a reaz he listri hag a zeuaz adarre a enep ar Saozon beteg Lou-Maze an traon. Ar Saozon o doa pevar-ugent lestr, ar Vretoned ugent hebken. Primoget a zalc’haz ker stard koulskoude ma traillaz kals a listri saozon. Dont a reaz beteg hini pen braz ar