Saozon ; taolet oa tan euz a bep tu var al lestr breton, An tan a grogaz kement enni d’an divez ma renkaz ar vartolodet en em deurel er mor evit klask pignat var al listri all. Primoget, gant lod euz he vartolodet, a choumaz var he lestr ken en doe staget outi al lestr saoz, heman oe devet raktal. Neuze en em daolaz er mor, e pelec’h en em gollaz dre ar boez euz he viskamand houarn. An dra-ze na viraz ket na ieaz al listri breton beteg an douar saoz d’he ravaji.
Ar ger Sant-Malo en deuz kals euz he bugale brudet var an oll moriou. Jakez Kartier a anavezaz ar c’henta an tu euz an Amerika, hanvet abaoue ar C’hanada. Dugay-Trouin, ginidik ivez euz ar ger-ze, oa kabiten eul lestr da drivec’h bloaz. O veza n’em gavet etre c’huerc’h lestr braz euz ar Saozon, choum a reaz da gombati ganto epad pedir heur. An hini brassa euz listri ar Saozon a dostaas outan beteg eun ten bistolen. Guerniou al lestr Dugay-Trouin oa torret, an tan a groge en he boultr ha na felle ket dezan n’em renta prizouner.