Taolet oe var pont al lestr gant eun ten kanol, ha kemeret oe gant ar Saozon. Saveteet oe euz he brizoun gant eur plac’h iaouank saoz, en gare kalz. Dugay-Trouin, epad he vuhez, a zavaz ar pavillon a Frans ken huel ma oa doujet var an oll moriou. Ober a reaz prizounerien. Kemerout a reaz diveich pennou braz ar Saozon gant ho listri, ha mervel a reaz goude beza bet gouliet en eur gombat vraz.
Surkouff oa ivez euz a Zant-Malo ; lavaret a reer oa kar da Dugay-Trouin euz tu he vam. Henvel oe ountan en he oberou burzuduz. Da ugent bloaz oa kabiten eul lestr. Eur veich m’an doa kemeret eul lestr brassoc’h evit he hini, pignat a reaz varnezan gant he vartolodet. Kavout a reaz var he hent eul lestr kals brassoc’h c’hoaz ; tostaat a reaz ountan araok na oa anavezet ar Francisien, hag e neubeut amzer e kemeraz al lestr-ze. Mont a reaz eur veich gant eul lestrik a enep eur vatimant vraz hag er c’hemeraz ker buhan. He hano a zeuaz da veza eur spount evit ar Saozon, eun enor evit ar Vretoned.