Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/444

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 443 —

Pa oe Louis c’huezek roue a Frans, oa ar guella amzer evit an dud a vor. Morse n’euz bet guelet e porz Brest kement a listri ker kaer, na ker doujet gant an enemiet. Ar Saozon a dride a gounar, o velout ar batimanchou-ze ; anavezout a reent ar boez euz ho boulou. Eul lestr, hanvet ar Zurveillantez, en em gavaz e kichen an enez Eussa dirag eul lestr saoz. Ar c’habiten breton oa Kouedik Kergoualer, hag ar Magn euz a Gervignac oa ar paotr-levier. Adalek pemb heur euz ar mintin beteg an noz e tennaz ar c’hanoliou ; ar c’hanolerien ne oant ket skuiz ; pevarzek boul o doa toulet al lestr breton ; ar c’habiten oa goal vlesset, ha koulskoude choum a ree var ar pont da ober kaloun d’he vartolodet. Ar reman oa gouliet nemet unan ; pemp troatad dour ha kement a voad oa e gouelet al lestr. Evel-ze en em gave ar stal pa oe troc’het an driss gant eur voul saoz a reaz koueza ar zinel guen. Ar Saozon a grede an dra-ze oa disken ar zinel evit lavarout en em gave ar Vretoned trec’het. Ar Magn