Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/446

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 445 —

a bignaz deoc’h-tu var ar vern-volosk, e kreiz ar volijou a zone e kichen he ziouskouarn, hag e stagaz euz ar vern eur mouchouer guen evit pavillon. An tan a grogaz el lestr saoz ; ar Saozon en em daole er mor evit en em savetei araok an tan. Ar vartolodet breton a lakeaz ho bagou e meaz evit ho savetei ; na zellent mui outo evel enemiet. Pa zeuaz ar Zurveillantez en dro er porz Brest, ar bobl a ioue fors d’he saludi. Ar Magn oe galvet da Baris, hag azea a reaz ouz taol ar roue. Roet oe dezan eur vetallen aour, ha gret oe officer. Kouedik en doa ar groaz na hellaz ket he dougen, rag gouliet oa d’ar maro, hag ar groaz oa lakeet var ar c’horf marv. Hag evit guir, pa bignaz ar veich kenta var ar Zurveillantez evel kabiten, en doa lavaret : « Houman vo din pe da varo pe da enor. » Bet eo an eil hag eben ! Kerandraon, he letanant, den iaouank a c’huezek bloaz, oe tost d’ar maro. Staget oe ar groaz euz ridochou he vele, ha dont a reaz da barea gant ar joa.

Kergariou, pa oe gret kabiten euz ar