Belle-Poule, a lavaraz ar memez komzou evel Du Kouedik. Epad trizek heur emgann a zalc’haz ouz ar Saozon, hag er moment euz he varo a lavare d’he vartolodet : « Dalc’hit, bugale, dalc’hit atao, beac’h d’ar Saozon ! »
Kergariou, breur d’an aotrou Kergariou-ze, hen venjaz ; karget da hencha al listri marc’hadour ha pesketour a dlee treuzi ar moriou ; ho savetei a ree atao. Eur veich ma oa kalet ar gombat, oa lazet uneg den en he gichen en eun taol ; hag hen he unan oa taolet var ar pont evel maro. Sevel a reaz raktal evit kombati adarre. Eun devez m’an doa trec’het eul lestr saoz, he hini, hanvet la Sibylle, oa ken treuzet gant ar boliji, ma zeue an dour ebarz ken na helle mui herzel. Eul lestr all saoz a dostaaz outi hag a daolaz tan enni. Kergariou a zalc’haz c’hoaz ken na choumaz mui var al lestr na poultr, na guerniou, na lien, ha ma oa laet an hanter euz he dud. An dour a zeue muioc’h-mui e gouelet al lestr. Neuze oe gret prizouner gant ar Saozon.