guele nemet an douar kalet, hag evit ty nemet ar c’hoajou ; er vuhez kriz-ze em euz kollet ar yec’het hag ar guelet.
Ar revolution en deuz va laket da veza eur c’hlasker bara.
C’hui vel dre gement-ze ne hellan ket kaout karantez evit ar Republikanet.
Pedi a ran Doue ma rei din ar c’hraç da lavaret deoc’h ar virionez heb kassoni ebet. Ar re o deuz gouzanvet muioc’h evidoun-me, o deuz pardonet.
Neuze an hini dall a lavaraz an dra-man :
Pa oa dimezet an dugez Anna gant ar roue a Frans, e oa bet skrivet en he c’hontrad-euret e vije bet miret lezennou ar vro-man.
Ar Vretoned a bee neubeutoc’h a viriou eget ar broiou all ; ar c’hontributionou na helle beza lakeet var ar bobl nemet goude ma vije goulennet grad-vad pe konsantamant ar Vretoned assamblet en ho c’honseil.
En amzer Louis pemzek ar Frans oa gouarnet en he fez gant ar memez lezennou ; hag ar roue Louis c’huesek a