Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/458

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 457 —

Ar vourc’hisien a gommanças da skei da genta. An duchentilet a lakeaz ho dorn var ho c’hleze, ha lazet oe eun den pe zaou.

Ar roue, o sonjal unani he sujidi ha lakaat ar peoc’h etrezo, a c’hourc’hemenaz ma vije assamblet ar c’honseil braz euz ar rouantelez Frans hanvet e gallek les Etats-Généraux ; hag e lezaz peb unan da rei he vouez hervez he santimant. An noblans euz a Vreiz, o sonjal e erruje malheuriou, ma vije torret ar c’hiz koz, na fellaz ket dezi mont da Baris.

O veza en em zastumet e Sant-Briek, an noblans hag an eskibien a bedaz kalounek ar roue da lezel al lezennou koz evel ma oant. Ho feden ne oa ket selaouet ; ar pez o doa lavaret a zigouezaz.

Er bloaz 1789, 13 euz ar miz even, an aotrou Dreux-Breze o veza deuet da rei gourc’hemen euz a berz ar roue d’ar c’honseil euz ar Frans, ar vourc’hisien, dre c’hinou Mirabeau, denchentil a vuhez dirollet, hag ho gouarne dre he skiant vraz hag he brezek kaer, a lavaraz

d’an aotrou Dreux-Breze :

26