Ar bobl zo guelloc’h mæstr evit ar roue. Deuet omp aman dre urz ar bobl, ha den na gomando aman nemet ar bobl.
Neuze oa chenchet hano ar c’honseil, hag e oe galvet ganto e gallek Assemblée Nationale.
Eur speret a ravolt en em skignaz en oll vro. Ar bobl dichadennet en em daole var nep na blije ket dezan. Devi a ree eur maner pe eur c’hastel evel eur bern-plouz.
E Breiz, an dud divar ar meaz na reent ket evel-ze. Choum a reent da labourat an douar, o lezel ar bobl euz ar c’herriou d’en em revolti ha da ober drouk.
Mæz ar vourc’hizien oe douget d’ar ravolt. Ker Naonet ha ker Kemper a voulc’haz an ebaden kenta euz ar revolution. Er ger a Gemper e 1597, an aotrou chaloni Moreau a lavar, an dud a rene afferiou nan dre guzul mad mez evel tud diboell, an oll oa mœstr var he veno, evel sujidi ar roue Petaud. Petra en dije lavaret ar chaloni mad-ze m’an dije guelet an diroll euz tud Kemper