poulzet d’en em revolti ive. Ne sentont mui euz ho ofisourien, ober a reent goab anezo. An amiral, pen-braz ar vartolodet, a gomzaz outo dre gaer hag a c’houlenne diganto perag ne zentent ket euz ho ofisourien. Ne oa gret dezan respont ebet. Goulen a reaz diganto, ha poan o doa bet gant ho ofisourien. Nan, eme ar vartolodet. Mæs sellet a rejont ker du, ma velaz an amiral na helle ket ho distrei da vad. Eun devez ma oa an amiral en eur vag vihan evit dont euz a Vrest var he vatimant vraz, e klevaz martolodet o lavarout d’ar re all ha da væstr-touer ar vag : Taol ar vag e gouelet ar mor. Klask a rejont krouga an aotrou Marigny, unan euz ho ofisourien ; redek a rejont var he lec’h evel chass varlec’h ar c’haro.
Ar roue a gassaz dezo kannadou evit ho renta sentussoc’h hag ar peoc’h a renaz evit eun neubeut amzer.