Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/470

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 469 —


C’HUEC’HVED NOSVEZ VARNUGENT
————

Lezen Doue gueich all a rene kaër ar vro,
Hirio lezen tud fall he stlej eon d’ar maro ;
Vel eur vanden chas mud gant kounnar, noz ha deiz ;
Emaint e touez an dud o klask mouga ar Feiz.

An dall koz, en nozvez-ma, a joumaz eun neubeut mad o sonjeal araok komz evel an deveziou all ; an oll dud, boazet da zont d’he selaou, a baree oll ho daoulagat varnezan, gant ar c’hoant o devoa da glevout adarre kounta ar pez a oa tremenet en ho bro en eun amzer ken tost dezo, hag o doa klevet aliez ho zud koz o parlant anezan.

Iann an dall a zavaz neuze he ben stouet varzu an tan, hag en or drei gant dousder varzu ar re oa dastumet en dro dezan, hag a ziskueze eur c’hoant ker braz d’he glevout, a lavaraz :

Ar pez am euz da gounta deoc’h hirio, a zo diœz da gompren evit tud o deuz neubeut a zeskadurez, hag a vev pell euz ar bed eveldoc’h. Koulskoude, ar c’hoant em euz d’ho lakaat da gompren ho interest evit ar bed-man hag evit ar bed-all, a lak ac’hanoun da glask an tu d’ho diskleria deoc’h ar sklæra ma hellin ;

27