hag hervez ma zan da gomz deoc’h euz ar brezel euzuz grœt en amzer trubuliuz-ze d’ar relijion, a reketan sikour Doue evit hen ober mad.
Neuze an den dall, o veza groet eur bedennik ver a greiz kalon, a gomzaz evellen :
Ar speret a zizpriz evit ar feiz hag ar speret a zizentidigez a oa en em skignet neuze en eun doare izkiz en oll broiou euz ar bed. Tud en em unanaz dindan hano gallek a Francs maçons, evit lemel divar an douar ar relijion gristen, an hano hag ar sonj soken euz a Zoue.
E peb bro, hag e peb amzer, abaoue ma zeo krouet ar bed, ez euz bet tud difeiz ha digoustians, na felle ket dezo senti nag euz lezen Doue nag euz lezen an dud ; mæz ne oa ket bet guelet morse an oll dud impi euz ar bed oc’h en em unissa kenvret evit disklœria ar brezel da Grouer an env hag an douar ; hag, evel ma el lavarent ho unan, evit distruja er bed oll an aoteriou, ha diskar an oll rouanet, evel ma oa guelet neuze ; hag abaoue an niver euz an dud fall-ze a ia atao var gresk.
Ar re en em glev evel-ze a enep ar relijion, zo oll tud o deuz offanset Doue