marvelamant, ha na fell ket dezo ober pinijen. Lakaat a reont da drei ganto al labourerien er c’herriou, hag ive soudardet ha martolodet, en eur drompla anezo var digarez ho nebeut a zeskudarez.
Ar c’henta tra a reont, evit gouniz eun den iaouank divar ar meaz, eo ober goab anezan, mar gra sin ar groaz ha mar heuil he zeveriou a gristen. Pa velont e kren ar paotr iaouank dirazo, ha na gred ket mui nag ober sin ar groaz, nag antreal en ilizou, e teskont dezan neuze ho chatekiz, kontrol-fet d’ar relijion gristen. Breman, siouaz, ez euz nebeut a Vretoned iaouank a gement a zalc’hfe mad d’ho c’hreden, goude beza bet er meaz euz ho bro ; en amzer ma oan-me iaouank, ne oa ket c’hoaz ker stank an dizpriz evit ar feiz.
Diœz oe zoken c’hueza tan ar ravolt etouez eur bobl oa bet bete neuze leun a zoujans Doue, a respet hag a garantez evit ar relijion santel ; red oa eta chench sperejou ar Francisien hag o lakaat da zisprijout ha da gassaat ar pez o devoa enoret, karet ha respetet beteg neuze. Dindan an hano a philosophet, pe tud fur, ha var an digarez da rei d’an oll lod