Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/476

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 475 —

euz ho sklerijen hag euz ho furnez, e skuillont ho c’hatekiz ampoesonet elouez an dud. Ne espernont na poan na dispign ; komzou, gwerziou, skridou, a vije guerzet marc’hat mad d’ar bobl, roet zoken evit netra, evit ma helje an oll braz ha bihan, paour ha pinvidik, kaout eun tanva euz ar sklerijen nevez ; ar iaouankiz a zeskaz er c’hatekismou nevez-ze an dra-man : ar relijion ne deo nemet tromplerez hag ar spont rag Doue eur sotoni ; en eur ger, an den nen deuz ene ebet, na kont ebet da renta er bed-all demeuz an oberou en devezo gret er vuez-ma.

Selaouit breman, va c’henvroiz ker, pe seurt frouez a zougaz e ber amzer ar seurt katekismou-ze.

Evel m’euz lavaret deoc’h kent, ar roue en devoa galvet e Paris, ar 5 mae 1789, ar c’honseil-braz euz ar rouantelez galvet e gallek : Les Etats-Généraux. — Eskibien ar Vreiz, tud euz ar re vella, na fellaz ket dezo mont da Bariz, rag guelout a reent pe seurt sonj oa etouez an darn-vuia euz ar re a ie dy. An aotrou de Girak oa eskop Roazon ; an aotrou de Hercé, eskop Dol ; an aotrou La Laurentie, eskop Naonet ; an aotrou Amelot, eskop Gwenet ; an aotrou Le Mintier,