Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/478

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 477 —

eskop Landreger ; an aotrou de La Marche, eskop Kastel-Paol ; an aotrou de Saint-Luc, eskop Kemper. Koulskoude, pa oe hanvet deputet, pe kannadou evit ar c’honseil-braz, lod euz ar bersonet ne gomprenjont ket mad avoalc’h sonj an dud fall. Guelloc’h vije bet dezo heulia skuer ho fastoret kenta ; mont a rezont, siouaz, en Assemblée evit ho malheur kasi oll.

Etouez ar vourc’hisien hanvet e Breiz evit mont da Bariz, en em gavaz daou alvokad braz euz a Roazon, boazet euz a bell a oa da lakaat ar gaou da vir, ann daou-man a reaz eur brezel kriz d’ar relijion.

Pa lenner Istor ar Revolution el levriou skrivet gant ar Republikanet, e vezer spontet o velout an hardiegez, ar follentez euz tud ar c’herriou ; evel tud dall e taolzont kuit gouarnerien ho c’herriou evit lakaat en ho lec’h tud nevez. Ar re-man na zentent ket memes euz an Assemblée. An dud iaouank diboëll ha pennou skanv, an dud didalvez a gomande e peb lec’h ; red oa hebken beza hardiz kenan. An hini en doa he vrassa lod e park ar Briz oa neuze ar guella evit hencha ar vro. Seulvui oa kanfard ha

27*