hag arc’hescop euz ar ger a Aix, a ziskuezaz skler d’an oll na helle danvez an Iliz beza kemeret na guerzet gant den, nemet e vije bet goulennet araok aotre hon Tad-Santel ar Pab. An eskop-ze hag eur bœlek all, hanvet Maury, o doa komzet ker kaer ma grenaz an dud fall gant aoun da goll ho zam lip he bao, guerzidigez oll danvez an Iliz. Abalamour da-ze, na bermetjont ket rei ar moueziou en devez-ze.
D’an daou a viz du 1789, oe eun devez ten evit Iliz Frans : Tri mil den fall hanter guisket, heb boutou na lœrou, gant bizier hag armou en ho daouarn, a walgasse an dud a Iliz pa zeuent en Assemblée ; hag e lavarent o dije lazet nep n’en dijet ket roet ho mouez evit guerzedigez madou an Iliz. Lod euz ar veleyen ne gredjont ket dont beteg an Assemblée en devez-ze, ha lod all a oa ker spountet gant ar c’hri hag an hu euz an dud fall, ma oe roet ar moueziou evit ar verzedigez heb difen ebet.
Eur malheur braz oa evit ar rouantelez, hag eun dislealdet euz ar re vrassa ;