rag an darn-vyuia euz ar madou-ze a oa bet roet d’an Ilizou, a galon vad, gant tud devot a c’houlenne pedennou evit soulajamant ho eneou goude ar maro ; ho eneou a renkaz chom da leski er purgator, rag na oa mui nag offerennou, na pedennou evito.
Ar verzedigez-ze, grœt gant tud fall, na reaz soulaj ebet d’ar bobl ; rag ar madou-ze oa guerzet kasi evit netra ; ha na brofitaz euz an arc’hant nemet ar re o doa lakeet ober foar varnezo.
Neuze oe karget eur rummad tud, ispisial alvokadet, da jench lezennou an Iliz ; an neubeut beleyen, hag an daou eskop galvet da labourat ganto, a renkaz ho lezel da ober al lezennou nevez-ze ho unan.
D’an 13 euz ar miz fever 1790, difennet oe d’ar relijiuset n’em gonsakri da Zoue, en despet d’an difen kaer a reaz var ar poent-ze an aotrou de La Fare, eskop Nancy.
Evel-ze, tud ar bed, alvokadet difeiz, en despet d’an eskibien ha d’ar veleien vad, rag be o doa hallet dija gouniz en