Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/492

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 491 —

o doa da lavaret evit difen an Iliz.

Neuze an dud difeiz a sonjaz e vije ret ober d’an oll dud e karg er rouantelez toui pe ober al le e oa mad ar pez a reent, hag e vije dalc’het d’ho lezennou. Pa oe grœt al le-ze en iliz-veur a Dol, an 21 meurz 1790, an aotrou’n eskop Hercé a lavaraz : Aotrounet, arabad eo deoc’h sonjal e kafemp mad ar pez en deuz grœt an Assemblée Nationale divar ben ar relijion ; Jesus-Christ en deuz fiet hor c’hreden d’an Iliz ; hi hepken a oar petra zo mad da ober var ben an traou a zell euz ar relijion ; ha n’euz nikun ac’hanomp a gement ne rofe he vuhez kentoc’h evil he dilœzel.

Evel-se an aotrou’n eskop Hercé a zisklœriaz he feiz dirag an oll. N’oc’h ket evit kompren peger braz oe ar gasoni oc’h an eskibien en amzer-ze. Labouret e vije da lakaat ar veleyen da drei kein dezo ; mœz kaer oe labourat evit-ze, ne oa nemet ar re fall n’o doa ket a ziaraok kunduet eur vuhez vad a gement en em zavaz a enep ho eskop.

Neuze an aotrou Karron, bœlek santel euz a Roazon, a skrivaz d’an oll veleyen, kureet eveltan, evit lavarout