dezo derc’hel mad d’ar respet a dleent d’an eskibien, hag evit lavarout dezo dioual rag ar re a glaske o dispartia diouto.
« O va breudeur er velegiach, eme-he, diouallomp da zisprijout an eskibien, dalc’homp dezo, sentomp outo. An hini na fell ket dezan senti oc’h an hini zo huelloc’h evitan, a zeu buhan da goueza er schismou hag en hœreziou. Petra lavarfe sant Cyprien mar klefe ar pez a vez lavaret breman a enep prinset an iliz gant ar re a dlee senti outo hag o douja ? »
Troët oa neuze an oll e Frans da glask ober evit ar guella evit chench ar pez na blije ket d’ar bobl ; ar Roue hag an dud vad a felle dezo chench an traou-ze dre zouzder ; ar re oa e pen ar Ravolt oant kasi oll Francs-maçons hag a felle dezho distruj agren ar relijion, laza ar Roue hag ober trouz.
Ar funcher zo breman a zo ar memez re a oa araog ar revolution ; chenchet eo an hanoiou ; mœz kesket ar guiriou. Gueich all oa an dail, breman ar funcher var an douar. Ar pez oa galvet neuze capitation a zo breman côte personnelle, Evel gueich all e renkomp pea guiriou