var ar beva ha var ar varc’hadourez evel ma reomp breman hag ouspen pea ar c’hanved-diner da varo hon tud ; pea a reomp breman muioc’h a viriou eget pobl ebet. Ar guiriou a gresk bep veich ma c’hounezont an dud fall var ar re vad.
D’an 9 euz a viz ebreul 1790 oe goulennet ma vije distrujet an deok hep rei netra d’an dud a iliz en ho leac’h. An aotrou Boisjelin, arc’heskop Aix, na ehane da zifen an Iliz, sevel a reaz he vouez a enep an dud difeiz hag a lavaraz dezo : « Ne peuz guir ebet d’ober ar pez a fell deoc’h ; ha mar er grit, ne vo ket eur mad evit ar bobl ; elec’h guerza madou an Iliz, goulennit, digant Iliz Frans, arc’hant evit sikour ar gouarnamant hag er raio deoc’h a galon vad ; mœs ne dit ket da verza madou n’ho peuz guir ebet varnezho, na da zistruj an deok, araok beza goulennet aotre hon Tad-Santel ar Pab. Goude ma po kemeret danvez an Iliz, na viot ket pinvidikoc’h ! »
An dra-ze a zo en em gavet guir, evel m’oa lavaret deoc’h kent ; teuzi a reaz an arc’hant-ze etre daouarn an dud fall ha e chomaz ar rouantelez paouroc’h evit kent. Pa oe guerzet madou an iliz, na