jomaz gant ar Francisien nemet paper hanvet assignats evit moniz. Rag na reer ket heb gloaz brezel da Zoue.
Na gemerit ket leveou an Iliz, a lavaraz dezo an aotrou Maury ; ho madou vo lammet diganeoc’h d’ho tro, ma gemerit madou ar veleyen ; goaz-aze evidoc’h !
An dud a iliz, o velout na oant ket selaouet pa gomzent evit ar relijion, en em zastumaz e ty ar c’hardinal La Rochefoucault, eskop a Rouen, evit lakaat dre skrid ar respount o doa da ober d’an dud difeiz a vire outo da veza klevet en Assemblée.
Eno e oa merket ganto an oll dismegansou, an oll dislealdet gret en Assemblée a enep ar relijion ; hag e tisklœrient neuze e oant oll prest da vervel kentoc’h evit dilœzel ar guir relijion. Sina a reont al lizer-ze d’an 19 a viz ebrel 1790.
An daou vreur Boisjelin, unan arc’heskop Aix, hag eun all eskop Auxerre, a zinaz gant eun niver braz a veleyen ha c’huec’h euz ar veleyen breton deputet en Assemblée. Rag an darn-vuia anezo oa bet gounezet d’an tu fall.
Pa oe klevet e oa sinet ar skrid evit