zeuaz eun trouz euzuz evel pa zav ar mor er goal amzer. An dud oa dihunet dre mouez spountuz ar mor ; re zivead oa. Sant Guenole a zeuaz da zihun ar roue : Aotrou, emezan, sav diallen, bas da varc’h, ha kuit a gren ; ema ar mor o redek dreist he lenn. Ar roue a zentaz, hag o kemerout he varc’h, hag he verc’h Dahut a dreon, a reaz kement a diz ma zeue an tan euz he hern. Pegen buhan bennak ma iee, ar mor a zeue buhanoc’h c’hoaz var he lerc’h ; ha glebiet oa treid ar marc’h, pa glevaz ar roue Gradlon eur vouez euz an env, pehini a lavare : « Taol er mor an diaoul divar an dalben ! » Ar roue, spountet, a daolaz en traon he verc’h, hi a gouezaz er mor el lec’h hanvet breman Poul-Dahut.
Evel-ze, a leverer, eo bet beuzet ar c’haëra ker zo bet e Breiz. An dud a oa enni en em roe d’ar vezventi, hag a ree kalz a fallagriez. Bepret e bet lavaret : Ar Vretonet a oar gouzanv gant kaloun peb labour ha peb poan ; o ma c’hellent ive gouzanv ar sec’het ! O utinam possint sic tolerare sitim ! Doue a roaz d’ar vezverien euz ar ger a Iz beteg re da eva.
Aliez oun bet e Landevennek, ha guelet em euz, e va amzer vad, ar mogeriou koz euz kouent sant Guenole. Er